mardi 9 février 2010

Hep un tamm pebr ha holen...

Setu. Kroget da vat ar c’hampagn evit ar votadegoù rannvro. Al listennoù a vez kinniget d’ar Vretoned bemdez amañ-giz-mañ, lod klok da vat, reoù all prest da zegemer danvez dilennidi c’hoazh evel hini an itron Malgorn (UMP). War a seblant, n’eo ket echu da vat ar brezel etre prefedez Sarkozy hag an aotrou Le Guen, paotr Villepin. Met memestra, an « Itron dir », evel ma vez lavaret gant tud zo, a seblant dont a-benn da lakaat urzh en tu dehou e Breizh. Mevel bras Sarkozy war douar Breizh ne zegaso ket kalz a dra vat evit ar vro. Nemet lakaat dilennidi an UMP muioc’h eget biskoazh dindan beli ha levezon fall an tu dehou e Paris. Netra nevez dindan lagad an heol eus an tu-se.

Ar pezh a zo nevez ha kalonekaus a zo moarvat da glask eus tu listennoù « Da sevel a raimp Breizh » savet gant Christian Troadec. Evit ar wech kentañ, dindan an hevelep talbenn « Nous te ferons Bretagne », e vo kinniget ul listenn glok e Breizh pevar departamant hag unan all, rennet gant Jacky Flippot, er « rannvro bidon » Pays de la Loire. Bretoned Al Liger-Atlantel a c’hello eta votiñ evit ul listenn vreizhek hag araokour. Hag an holl re a zo a-du gant an adunvaniezh diskouez da vat petra a fell dezho. Mat eo gouzout ez eo paotr ar PS ha penn listenn, Jacques Auxiette, a-enep Breizh pemp departamant, hag ez aio Europe-Ecologie Pays de la Loire war e listenn en eil tro evit lakaat anezhañ da dremen endro. Pep hini a zibabo peseurt galv pe kentoc’h petra en deus c’hoant lakaat da glevout en dro gentañ !

Deut eo eta mare an dic’harzhañ. Da lavarout eo ar mare da vont da gerc’hat mouezhioù e pep korn eus Breizh evit al listennoù « Da sevel a raimp Breizh ». Dav eo da bep hini a soñj dezhañ ez a listennoù Troadec ha Flippot war an tu mat evit Breizh kregiñ e-barzh ha mont da gabaliñ. E-barzh pep familh, pep karter, pep kêriadenn… e rank Yann emsaver lakaat an dud da gompren ez eo a bouez mont da votiñ evit hon listennoù. Ur miz hon eus evit kendrec’hiñ ar muiañ posupl a Vretoned. Tan dezhi ! Ha tout an dud war an dachenn.

Kunujennoù a beb seurt a vez klevet e-pad ur c’hampagn, troioù kamm’vez graet ivez. An aliesañ ned a ket gwall bell met memestra e vefe mat da lod diwall. Gant rakvarnadennoù, kunujennoù pe me oar-me… ne vo ket lakaet ar Vretoned da dostaat ouzh ar politikerezh ha war an dro ouzh Breizh, peogwir e komzer eus ar votadegoù rannvro. Mat e vefe marteze d’ar paotr a zo e penn listenn ar re C’hlas prederiañ war an dra-se ma soñj dezhan bezañ o labourat evit dazont ar vro.

...E vez goular ar soubenn.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire