An darvoud diwezhañ e kreizenn nukleel Brenniliz - 32 fustad dafar tost da skinoberiantiz a vefe bet sanailhet a-dreuz - a lak ac'hanon da adlavarout ar pezh am boa touet e-pad un emvod publik aozet gant ar CLI (kengor lec'hel titouroù) ha renerien EDF e miz Kerzu e Lokeored. Gwir eo e tegas an dismantrañ pinvidigezh da barrezioù ar Menez Are, dre ar postoù-labour a ya da heul, hogen arabat eo e vefe an dismantrañ-se arvarus evit ar c'hopraerien hag an annezidi. Abalamour d'an darvoud-se e choman war evezh hag e rankan diwall. Adc'houlenn a ran d'ar CLI da adwelet e ziviz, kontrol da danvez-dilennidi "ekologour" zo, n'o doa lavaret tra diwar-benn se, ha da adkregiñ gant an dismantrañ nemet pa vo trawalc'h a surentez evit an dud koulz hag evit an endro. Gouizieien dizalc'h da vat a rank bezañ anvet evit gallout heuliañ labour ar c'hopraerien bemdez e-pad an dismantrañ ha war an dachenn, ouzhpenn ar gwiriadurioù a vez graet a-benn-kaer hag an dielfennadurioù a vo ret. Evel-se nemetken eo e vo graet an dismantrañ en un doare a c'hell bezañ degemeret. Ha ret eo gortoz gwallreuz evit oberiañ ?
Kristian Troadeg
Maer Karaez
Penn al listenn "Ni ho savo Breizh" da geñver an dilennadegoù-rannvro
jeudi 11 février 2010
Dismantrañ kreizenn Brenniliz. Ha ret eo gortoz gwallreuz evit oberiañ ?
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire