samedi 6 février 2010

Steuñv ar gouarnamant a-enep d'ar bezhin glas : dister a-walc'h


Gwall zister ha distremenet eo steuñv ar gouarnamant evit stourm a-enep d'ar bezhin glas, a zo bet fardet gant ar ministrerezhioù parizian hep goulenn kuzul digant ar boblañs.

C'hoazh hag adarre e tibab ar stad an disoc'h buanañ, bec'h warni gant ar mediaoù, ha taliñ ouzh an azonoù nemetken, ha n'eo ket lakaat e pleustr ar steuñv diarbenn a zo ret evit adc'hounit perzhioù mat an dour, ha setu echuiñ gant ar bezhin glas da vat. Traoù gwelloc'h a oa da ober. Ret e vefe reiñ barregezh an dour d'ar C'huzul Rannvro, hag ar budjet a ya da heul, pezh a warantfe e rofe pep hini e ali diwar-benn an afer-se. Dres an dra-se a vez goulennet gant « Ni ho savo Breizh ».

Arabat teurel ar bec'h war vicher pe vicher, hogen eo ret d'an embregerezhioù boued ha bevañs diskouez e fell dezho kaout ur spered a galite hag a beurbadusted. Interest holl ar Vretoned eo.

Kristian Troadeg Maer Karaez, Kuzulier rannvro Penn al listenn « Ni ho savo Breizh ».

1 commentaire:

  1. Steuñv ar gouarnamant gall n'eo ket na sirius na demokratel. Ret eo d'ar Vretoned kemer perzh evit diskoulmañ an afer c'hrevus-mañ en o-unan. Setu dres ar pezh a zo kinniget gant "Ni ho savo Breizh", brav!

    RépondreSupprimer