vendredi 11 décembre 2009

Hep un tamm pebr ha holen…

An Afrikan Gwenn


Giz gwechall pa veze kaset tadoù misionerien en Afrika, kaset e vo Jacques Le Guen (UMP) da bourmen en Afrika en anv Bro-c’hall goude bezañ lonket anezhi hag asantet lezel plas kentañ listenn Sarko e Breizh gant an Itron Malgorn. Dindan Loeiz XIV e veze roet yalc’hadoù ivez d’an noblañsoù a veze sentus ouzh ar roue. « Republik pe rouantelezh ? » emit hu. Peadra d’en em c’houlenn e gwirionez.


Deus ganin-me…

War an ton hollvrudet anavezet mat gant ar c’hoarezed Goadeg, « deus ganin-me » en em laka Segolen Royal da zigeriñ bras he divrec’h evit klas pakañ ar Modem, gant ur soñj nemetken… 2012, ar votadeg evit dilenn prezidant Bro-c’hall. Gant an hevelep soñj, François Bayrou a nac’h evel-just.
Pell emañ ar rannvroioù diouzh o freder ! E Bro-c’hall n’eus nemet un dilennadeg a gont, an hini a ziviz piv a gemero plas Sarko. Evito, ar peurrest n’eo nemet pilpouserezh pe amzer gollet. Spered ar vro, pe ar “rannvro” n’eo netra evito. Pezh a gont evit Sarko, Sego ha François : gouleier lufrus Paris.


Thomin fuloret


Yann-Bêr Tomin a zo aet e fulor a-enep PS Penn-ar-Bed. Goude bezañ bet e karg eus ar brezhoneg er Rannvro, paotr Landerne n’eo ket bet dibabet gant izili ar PS evit ar votadeg da zont. Roet en deus eta e zilez eus e bost kuzulier-kêr e ti-kêr Landerne. Piv a gemero karg ar brezhoneg eta war listenn Le Drian ? Setu ar goulenn a laka an teodoù da vont. Ur bern lerned a zo er PS pe tost eus ar strollad. Kavet e vo unan moarvat evit c’hoari paotr pe plac’h ar brezhoneg war al listenn a-raok an dilennadeg. Marylise Lebranchu, daoust dezhi bezañ divarrek da vrezhonegiñ, a vefe prest ! Goude ar votadeg e vo un afer all… Pezh a zo sur, ret e vo sevel ur politikerezh efedusoc’h mar fell deomp saveteiñ da vat hor yezh. N’eo ket gant bruzunachoù e vo harzet distruj ha lanv du-kañv ar galleg.


Guyonvarc’h a-dreuz…


En ur gemenadenn dagus a-enep maer Karaez, Christian Troadec, ez a a-dreuz tout Christian Guyonvarc’h, paotr an UDB er Rannvro, en ur c’hoari ar prokulor a ziviz piv a zo mat ha piv n’eo ket gant abegoù pilpous. « Le temps des purges est revenu », a lavare deomp unan all, ezel ivez eus an UDB. War a seblant, lod eus an Udebisted n’o deus ket merzet ez eo bet pilet moger Berlin ! Gwelloc’h a zo d’ober memestra evit difenn Breizh ha da gentañ penn enebiñ ouzh gwall bolitikerezh Sarkozy hag an UMP.


44 e Breizh


« Da sevel a raimp Breizh », gant Christian Troadec ouzh ar stur, a vo al listenn nemeti o kinnig ul listenn vreizhek distag el Liger-Atlantel gant labour efedus Strollad Breizh. Dibosupl e vo d’ar Vretoned votiñ evit strolladoù hag a zo a-enep ur Breizh adunvanet evel-just pe evit tud a yelo da sikour d’an eil tro paotr ar PS, Jacques Auxiette, brudet mat evit bezañ a-enep Breizh pemp departamant. E bro Naoned hag e lec’h all, votit eta “Da sevel a raimp Breizh”.


… e vez goular meurbet ar soubenn.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire