vendredi 4 décembre 2009

Hep un tamm pep ha holen.....

Un danvez-lezenn evit ar brezhoneg?

Jean-Jacques Urvoas, kannad PS Penn ar Bed, Marc Le Fur, kannad UMP Aodoù An Arvor a zo oc’h en em chikan evit ar mod da sevel un danvez-lezenn evit ar yezhoù "ranvroel". Peadra a vefe da c’hoarzhin leun e gof ma ne vefe ket mallus kaout ur framm ofisiel evit hon yezh. War-dro 1978 ar PS en doa dija un danvez-lezenn, an hini anvet "danvez-lezenn Le Pensec" a oa sanset reiñ ur statud gwirion d’ar brezhoneg, d’an euskareg, hag all… 30 vloaz war-lerc’h emeur atav o c’hortoz hag o komz eus un danvez-lezenn nevez, daoust d’ar galloud bezañ bet etre daouarn ar sokialisted e-pad pell! Memes-tra evit an UMP. Piv a c’hellfe krediñ er PS pe en UMP hiziv an deiz evit saveteiñ ar brezhoneg? Den ebet. Nemet ar re a vez atav dall, bouzar ha penn-disoñj pas vez anv da sevel traoù pleustreg evit sevenadur Breizh.

Sokialisted a zoare !

Sylvie Robert e penn listenn ar sokialisted e bro Roazhon. Richard Ferrand plaset mat e Penn-ar-Bed. Holl int anavezet mat evit diskouez dichek o tismegañs e-keñver ar brezhoneg ha sevenadur Breizh. Diaes krediñ eta e c’hello an aotrou Le Drian ober kalz a draoù evit Breizh gant jakobined e-mod-se, ma c’hoarvezfe dezho kaout galloud er Rannvro. Zoken e-barzh ar PS tud evel Yann-Berr Thomin, lakaet da gostez pa oa eñ e-karg eus ar brezhoneg er Rannvro, Andrew Lincold hag all a glemm… Gwelloc’h votiñ eta evit gwir difennerien hon yezh.

Malgorn nann trugarez!

Bernadette Malgorn a vo e penn listenn an UMP e Breizh. Studerien Roazhon o deus dalc’het soñj outi moarvat pa oa prefed rannvro. Brudet ’oa evit bezañ reut a-wechoù ha gwidreus dalc’hmat pa veze anv da lakaat an urzh da dalvezout. Un urzh hag a en doa eviti ur ster politikel zoken ma ne oa ket un urzh nevez. N’omp ket souezhet eta e vije bet dibabet ur servijourez ken feal gant Nicolas Sarkozy daoust dezhi nompas bezañ ezel eus an UMP na bezañ klasket mont war ar renk e lec’h-mañ-lec’h a-raok kabaliñ evit ar votadegoù rannvro. Bez ez eus tud evel-se. Guy Hascoet da skouer. N’ouzon ket peseurt mod e vez lavaret e brezhoneg "politicien hors-sol"? Met evit pezh a sell eus Malgorn hon eus c’hoant huchal evel gwechall evit an nukleel, "Malgorn nann trugarez!"

....e vez goular meurbet ar soubenn.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire