jeudi 7 janvier 2010

Hep un tamm pebr ha holen…

Diviz

« Da sevel a raimp Breizh », « Te a savimp Breizh », « Ni da savo Breizh », « Ni ho savo Breizh »… setu troidegezhioù a vez implijet pe kinniget dimp evit treiñ anv listenn Christian Troadec, « Nous te ferons Bretagne ». Diwar frazenn brudet Xavier Grall e sav eta divizoù ha gwechoù zo tabutoù pa vez lakaet e brezhoneg. Ha ne gomzan ket eus hor mignoned a vro Wened. Ouzhpenn lakaat un tamm pebr ha holen er soubenn e tegasont ivez barzhoniezh o fouez-mouezh. Diwar an divizoù hag an tabutoù e savo ar gouloù moarvat. D’ar re varrekañ e brezhoneg da zegas dimp ar sklerijenn eta. Skrivit pe respontit d’ar blog evit boueta ar preder.

Bevet Breizh dieub !

An Itron Malgorn, mevel bras Sac’hkozhki, he dije lavaret “bevet Breizh dieub” dirak youankizoù an UMP e Gwened ! Evel-just, e oa dav kompren e felle d’ar prefed kozh dieubiñ Breizh eus… an tu-kleiz. Eus ar jakobined ne lavaront ket. Pebezh raktres evit Breizh ! Soñjal a ra dimp evel-just n’eus netra da c’hortoz eus politikerezh an UMP evit Breizh. Ar c’hontrol zoken peogwir emañ Sarkozy oc’h adkreizennañ ar stad. Met, lavarout a reomp memestra, ur wech echu an dilennadegoù, an eskemmoù hag an tabutoù, e vo labouret gant dilennidi « Nous te ferons Bretagne » evit Breizh a-bezh hag evit an holl Vretoned.

Ar maout

N’eo ket alies e vez lezet unan bennak da gomz e brezhoneg dirak ul lez-varn. E Brest, kadoriad al lez-varn karget d’ober war-dro afer ar maout implijet gant gourenerien gwechoù zo, a zo bet rediet da selaou Erwan Evenou o tisplegañ ar rak eus ar perak ha peseurt mod ez eo kozh-Noe implij ar maout. E brezhoneg e vez lavaret “Aet eo ar maout gant hennezh » abaoe kantvedoù, evit lavarout ez eo aet an tu kreñv gant unan bennak en deus displiget d’ar barner. Ur gentel vrezhoneg digoust evit aotrouien ar Justis ha marteze evit tud ’zo eus « Nous te ferons Bretagne » a oa deuet da reiñ o skoazell d’ar c’hourenerien.

Klevet war an dachenn

Christian Troadec a oa war marc’had Al lisoù e Roazhon disadorn tremenet daoust d’an erc’h war a hent ha d’an amzer yen-ki. Plijet atav o kejañ ouzh an dud el lec’h m’emaint o labourat, maer Karaez a seblante en e vleud e-touesk Roazhoniz. Franck Darcel ha Nolwenn Louarn a oa o skignañ traktoù gantañ a zo bet souezhet o klevout tud o lavarout dezhan : « Ma vo difennet Breizh evel m’hoc’h eus difennet ospital Karaez, kudenn ebet, votiñ a rin evit da listenn… » Chomet eo bev-tre ar stourm evit saveteiñ ospital Karaez e memor ar Vretoned.

Biskoazh kemend-all !

Goude Marylise Lebranchu (PS), setu tro Bernadette Malgorn (UMP), mevel bras Sarkozy, da embann goude bezañ kejet gant tud e-karg eus kevredigezhioù a ra war-dro hor yezh, « La langue bretonne est en danger. En tant que présidente du Conseil régional, je soutiendrai les initiatives pour la promotion et la défense de la langue et la culture bretonnes ». Piv a vo hegredik a-walc’h evit degemer seurt komzoù digant Itron veur al listenn UMP, pa eo bet nac’het nevez zo gant ar gouarnamant UMP lakaat mouezhiañ war ul lezenn evit ar yezhoù « rannvroel » ? Hor yezh a zo en arvar, gwir eo, ha n’eo ket tre ar mare da selaou ar re a zo o kontañ sorc’hennoù d’ar Vretoned. Biskoazh kemend-all !

… e vez goular meurbet ar soubenn.

5 commentaires:

  1. Plij a ra din ar pennad se, dedenus ha n'eo ket troet deus ar galleg evit ur wech
    Kendelc'hit tudoù!

    RépondreSupprimer
  2. Bonjou,
    C'est ben biò koaze en "Breton" mé ia lez Galo en Bertaïgn etou !!
    Pour pouvoir faire la Bretagne comme nous la connaissons, faut faire en sorte que les deux Ethnie linguistique de la Bretagne ont le même statut.
    Il y a beaucoups plus de Galo que ce que pense la majoritée des Bretons francophone.

    RépondreSupprimer
  3. Lorsque le programme de NTFB sera publié, vous pourrez constater que la liste prend des engagements clairs concernant les 2 langues.

    RépondreSupprimer
  4. Le breton est la langue nationale de toute la Bretagne.

    Le galo un dialecte d'une partie seulement de la Bretagne, mais qui doit être respecté.

    Attention àne pas faire du nationalisme inversé en propulsant le galo d'égal à égal avec le breton.

    RépondreSupprimer
  5. Lorsque le programme de NTFB sera publié, vous pourrez constater que la liste prend des engagements clairs concernant les 2 langues.

    RépondreSupprimer