vendredi 12 mars 2010

Kembelioù nevez evit Rannvro Breizh


Gant ur c’hellidsteuñv a ur miliardig bennak a euroioù bep bloaz, n’he deus ket Rannvro Breizh muioc’h a bouez eget meurgêr Roazhon pe departamant al Liger-Atlantel. Bro-Skos, dezhi ur million a dud muioc’h eget Breizh, he deus da verañ ur c’hellidsteuñv a 40 miliard a euroioù. Hon engouestl a ya kalz en tu all da stern Rannvro Breizh evel m’emañ bremañ. N’eo ket hon engouestl unan evit Breizh gwan ha mac’hagnet, met evit Breizh pemp departamant, hag atebek war he dibaboù.
Bodañ a raimp holl nerzhioù Breizh a-benn tapout kembelioù ouzhpenn, evel ma ro dimp an tu bonreizh Frans 2003.
Da lavarout eo, evit kregiñ ganti :
- kembeli war an Dour, an Endro hag ar Sevenadur
- kembeli war an Diorroerezh evit stummañ ar gelennerien ha merañ ar c’helenn divyezhek.
- mererezh ar C’hellidoù europat, evit al labour-douar hag ar mor
- mererezh ar C’hretadur kleñved, evel en Elzas.
En em ouestlañ a reomp a-benn mestroniañ an dispignoù hag an telloù. Pep treuzkasadenn kembeli a ranko bezañ graet gant pennaenn an emrenerezh kemedel debarzhet gant ar Stad.
En un eil lankad, e ranko Breizh tapout kembelioù all : an Diorroerezh, an Aferioù mor, al Labour-douar, ar Gremmoù.






Program Ni ho savo Breizh
Program "Ni ho savo Breizh" (PDF)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire