jeudi 4 mars 2010

An endro : bezañ ur skouer

Ar cheñchamantoù hinadel hol lakaio da cheñch mont en-dro hor c’hevredigezh. Bez’ e ranko Rannvro Breizh bezañ e penn ur steuñvenn hinadel uhelek a-benn espern ar gremm en dezougen hag en tommañ tiez, bezañ e penn ar gremmoù adnevezus, en o zouez an aerluzerezh keinvorel hag an dourluzerezh. En arvor dreist-holl, e ranko ar c’hêriekadur bezañ bevennet evit lezel douar gant al labour-douar. Gwarezerezh an egorennoù natur hag ar vevdiseurtegezh a ranko bezañ difennet gant ur politikerezh youlek. Evit a sell an aferioù bras a-vremañ, e savomp enep ar bevedegoù hilzaskemmet (BHD/OGM) war ar maez, aerborzh Kernitron-al-Lann hag ar gremm derc’hanel. Al lañvadoù bezhin glas a vo lakaet harz dezho gant strivoù an holl Vretoned ha gant hor skoazell d’al labourerien-douar. Atebegezh ar Stad a zo splann en afer-se, sed e vo ret dezhi arc’hantiñ war veur a vloavezh ar cheñchamantoù ret da zegas e labourerezh an douar.






Program Ni ho savo Breizh
Program "Ni ho savo Breizh" (PDF)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire