lundi 1 mars 2010

Un avel nevez o c’hwezhañ war armerzh Breizh


En 38vet renk er bed emañ Breizh evit a sell he c’henderc’h diabarzh kriz (KDB/PIB). He nerzh a zeu dezhi eus rouedad he embregerezhioù bihan ha krenn, eus he bleinoù kembeli e par ar bed : kalvezouriezh blein, gounezvouederezh, sevel kirri, sevel listri.

Diorroerezh armerzhel Breizh a zle dont eus :
- etrevroadeladur he armerzh
- adc’hounit ar morioù
- ar sevel listri
- un doare nevesaet da c’hounit an douar
- talvoudekadur ar gounezvouederezh gant kenderc’hadoù uhelberzh
- skoazellañ an embregerezhioù bihan ha krenn gant an nevezadur hag an imbourc’h
- diorren klusterioù (sevel rouedadoù ha kedalañ embregerezhioù)
- derc’hel d’ur c’houst dezougen marc’hadmat evit an ezporzhiadurioù
- an hevelebiezh vreizhat, nerzh hor c’henstagded kevredigezhel hag hor skeudenn er bed






Program Ni ho savo Breizh
Program "Ni ho savo Breizh" (PDF)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire