mercredi 10 mars 2010

Sked sevenadur Breizh

Anv Breizh a gaver a-hed ar wech en holl obererezhioù sevenadurel o deus lezet roud en Istor Europa. Aner eo enebiñ sevenadur hengounel ha sevenadur kempred. Anv a zo ganimp da lakaat en hevelep raklun hollek sevenadur Breizh hag ar sevenadur e Breizh. Da gentañ ez eus ezhomm da adkempouezañ ar skoazell war-zu sevenadur Breizh, pa n’en deus evit poent nemet 10% eus kellidsteuñv ar sevenadur. Kement familh he deus c’hoant d’e ober a zle gallout kaout un deskadurezh divyezhek brezhonek/gallek evit he bugale e Breizh a-bezh. Stummadur ar skolaerien hag ar gelennerien divyezhek a vo lakaet ganimp er renk kentañ.

Fellout a ra dimp reiñ da anaout gwelloc’h Istor Breizh hag embann ul levr Istor Breizh evit al lennerien yaouank, al liseaned pergen. Diorren plas ar brezhoneg er vuhez foran. Harpañ ar c’hrouiñ sevenadurel e brezhoneg, e galleg hag e gallaoueg, war tachenn ar c’hleweled, ar c’hoariva, an embann, ar sonerezh, an dañs. Fellout a ra dimp harpañ ar c’hrouiñ arzel, dreist-pep-tra e metoù ar skol. Skoazellañ ar sonerezh a-vremañ hag an arzoù kempred. Seul vuioc’h a startijenn o do armerzh ha sevenadur Breizh ma vo kelaouet mat ar Vretoned hag anaoudek eus o breizhadelezh.
Tremen mall eo eta krouiñ ur chadenn skinwel hag ur ganol skingomz evit Breizh 5 departamant.

Goulenn a reomp ma vo treuzkaset kembeli ha kellidoù Renerezh rannvro an aferioù sevenadurel (RRAS/DRAC) d’ar Rannvro end-eeun, ha ma vo graet kevatal ouzh an holl, pa ouzer ez a gant kêr Paris he-unan 65% eus kellidsteuñv sevenadurel Frañs.






Program Ni ho savo Breizh
Program "Ni ho savo Breizh" (PDF)

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire